| | |
Bro Gozh ma Zadoù
Ni, Breizhiz a galon, karomp hor gwir vro!
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.
Refrain
O Breizh, ma bro, me 'gar ma bro.
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro,
Ra vezo digabestr ma bro!
Ar Vretoned 'a zo tud kalet ha kreñv.
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv.
Gwerz trist, son dudius a ziwan enno.
O! pegen kaer ez out, ma bro!
Refrain
Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed.
Pep menez, pep traoñienn d'am c'halon zo ker,
Eno 'kousk meur a Vreizhad taer!
Refrain
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh,
He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz.
Dihunet out bremañ, ma Breizh!